Drakon, ( e henc'hresianeg Δράκων, Drákôn) a oa ul lezennour hag un adreizhennour brudet eus Aten en Henamzer
Choazet e oa Drakon, e 621-620, evit lakat dre skrid lezennoù a denne d'an aferioù muntr hepken. Brudet eo bet o c'haleter betek an amzer hiziv. An diviz bihan-se a ziazeze koulskoude ur gwir ingal evit an holl hag anavet gant an holl a ouie lenn, ar pezh a ziskare ul lodenn eus galloud ar vrientinien. Diazezañ a rae ivez aotrouniezh ar stad a-us d'ar c'herentiezhioù war dachenn ar justis. C'hwec'h tesmotet (gward al lezenn skrivet) zo lakaet ouzhpenn e kuzul an arc'honted d'ar c'houlz-se. Daoust ma'z a an enkadenn war washaat, n'eo ket boulc'het tamm ebet monopol armerzhel ha politikel an tiegezhioù bras eus Aten, an Eupatrided. An Arc'honted (a vez renet ar geoded gant o c'huzul d'ar c'houlz-se) a veze atav choazet en o zouez. Daou batrom a zegas ur respont d'ar c'hudennoù-se a anadas e henc'hres er VIvet kantved :